:: wikimiki.org ::
| Erich Honecker |
Erich Honecker
ja:エーリッヒ・ホーネッカー
Honecker, Erich
Honecker, Erich
Honecker, Erich
Honecker, Erich
Honecker, Erich
Erich Honecker (25 a viz Eost 1912 - 29 a viz Mae 1994) a oa anezhañ ur politikour komunour alaman bet e penn Republik Demokratel Alamagn (pe 'Alamagn ar Reter') etre 1971 ha 1989. Goude ma oa bet adunvanet an Alamagn e tec'has betek an Unaniezh Soviedel met kaset e oa bet en-do d'an Alamagn e-lec'h ma voe bac'het ha tamallet da vezañ kiriek da treitouriezh ha torfedoù all kaset da-benn e-kerzh ar Brezel Yen. Laosket e voe da vont kuit eus an toull abalamour ma oa o vervel gant ar c'hrign-bev. Mervel a reas e Chili nebeut amzer war-lerc'h.
Ganet e oa bet Honecker Neunkirchen er Saarland (Alamagn). Ezel ar Yaouankiz Komunour (Jugendverband) e oa abaoe 1926 o vont da ezel Strollad Komunour Alamagn (KPD) e 1929. Kaset e voe er bloaz-se da vMoskva evit studial e Skol Etrebroadel Lenin. Disteriñ a reas da Alamagn e 1931 ha harzhet eno gant an [Naziouriezh|nazieed]] e 1935. Barnet e voe e 1937 da dek vloaz toull-bac'h evit bezañ komunour ha menel a reas en toull betek diwezh an Eil Brezell Bed.
Da diwezh a brezel e krogoaz Honecker en-dro da lakaat e pleustr e gredennoù komunour dindan beli Sekretour Meur ar Strollad, Walter Ulbricht. E 1946 e oa Honecker etre izili gentañ Strollad Unvaniezh Sokialour Alamagn (SED), ennañ ar Strollad Komunour (KPD) hag ar sokial-demokratourieon eus reter Alamagn. Goude ma eas ar maout gante er vouezhiadeg bet dalc'het e 1946 e teuas Honecker da vezañ dileuriad er breujoù ar vro. Ne badas ket gwall bell, neoazh, rak disklêriet e voe Republik Demokratel Alamagn d'a7 a viz Here 1949 en takad aloubet gant an Unaniezh Soviedel, gantañ ur bonreizh nevez. Er sistem nevez-se, dmaheñvel ouzh hini e pleustr en Unaniezh Soviedel, e oa anezhañ ezel-kannad Sekretouriad ar Poellgor Kreiz e 1950 o vont da ezel-leun e 1958.
E 1961 e voe lakaet Honecker e-karg eus ar voger a oa da vezañ savet e Berlin o troc'hañ ar Republik Demokratel er reter diouzh ar Republik Kevreadel er c'hornôg. Soutenet gant an Unaniezh Soviedel e teuas a-benn da vezañ lakaat e penn ar Strollad Komounr e lec'h Walter Ulbricht hag e 1976 e voe anvet Kadoriad Kuzeul ar Stad (Staatsratsvorsitzender).
Daoust d'ar strivoù bet graet gant Mikhail Gorbachev evit digeriñ ar renad komunour en Unaniezh Soviedel goude 1985, e kendalc'he Honecker da chom feal ouzh al linenn bolitikel a-gent en ur nac'hañ adwelet ar renad. Met muioc'h mui a vroioù er Bloc'had Soviedel a krogas da sevel a-du gant politikerezh Gorbachev ha pouezet e voe war Honecker d'ober kemend-all ivez. Dre ma kendalc'het da vont war an hent-se e voe rediet Honecker da reiñ e dilez gant izili ar Burev Politikel d'an 18 a viz Here 1989 o lakaat Egon Krenz en e blas.
Goude ma voe bet dismantret Republik Demokratel Alamang ez-ofisiel e chomas Honecker en ur c'hlañnvdi soviedel nebell diouzh Berlin a-raok tec'hel kuit da vMoskva. Kaset e oa bet en-dro da [Alamagn]] e 1992 pa deuas da get an Unaniezh Soviedel.
Barnet e oa bet e 1993 met leuket e oa bet da vont kuit abalamour ma oa klañv. Mont a reas da Chile da chom ha mervel a reas gant ar krign-bev en harlu e Santiago de Chile nebeudig war-lerc'h e miz Mae 1994.
Gwelet ivez
: - Komunouriezh
Liammoù diavaez:
- [http://www.cnn.com/SPECIALS/cold.war/kbank/profiles/honecker/] Erich Honecker war CNN
- [http://www.comite-honecker.org] Comité Honecker de Solidarité Internationaliste
Rummad:KomunouriezhCategory:Politikouriezh
Rummad:Tud
Rummad:Tud dibar
Amañ e vo kavet renabl an holl dud bet savet ur pennad diwar o fenn er wiki-mañ Bazel (kanton)Het kanton Bazel bestond van 1501 tot 1833. In deze tijd was het kanton als geheel onderdeel van het Zwitsers Eedgenootschap. In 1833 deelde het kanton zich op in twee halfkantons:
- Kanton Bazel-Landschap
- Kanton Bazel-Stad
De splitsing is ontstaan door een strijd om evenredige vertegenwoordiging in de grote kamer van Bazel (het hoogste bestuursorgaan). De landelijke bevolking eisten dat er meer leden van de grote kamer van het landelijk deel van het kanton zouden komen. De aristocratische vertegenwoordiging van het stadse gedeelte van het kanton Bazel, heeft dat niet toegestaan.
Tussen 1830 en 1833 ontstonden enige gewapende twisten, die eindigden met een deling van het kanton opgedwongen door het Zwitserse Eedgenootschap.
Categorie:Historisch kanton van Zwitserland
Rolety nauka Pozycjonowanie WARSAW HOTELS teksty
|
|
|
|